, si bien chanté par Annie Ebrel, et le C'hallez vihan, qu'elle interpreta avec Nolwenn Le Buhe... En voici les textes. Je vous prie de bien vouloir m'excuser pour la longueur du travail! Il s'agit en fait de produire des programmes traduits pour un récital avec une pianiste. Un grand merci par avance pour votre patience fraternelle!
Amicalement.
Ar Galon Digorr
Me 'zo un den yaouank, ha na n'on ket galant
A oar skrivan ha lenn, gounit aour hag arc'hant
Ha me 'zisklerio deoc'h ken 'vo fin d'am vrepoz
An hini 'choaz e vestrez, na gousk na deiz na noz
Bonjour deoc'h plac'h yaouank, setu me deut d'ho ti
'Vit goulenn diganeoc'h, ya, breman dimezin
Daoust ha c'hwi 'larfe din ha me 'c'h ay da studian
'Vit ur bloavezh pe zaou, pe an tri d'an hiran
'Oa ket ar bloazh echuet, nag c'hoazh an hanter
Pa meus resevet deus he dorn ul lizher
Ya da lavaret din da zont d'ar ger hep kontinans
Kar ma zud em dimez, 'met me n'on ket kontant
Bonjour deoc'h plac'h yaouank, setu me deut d'ar ger
Dre em eus resevet deus ho torn ul lizher
Ya da lavaret deoc'h hastet 'n em breparin
Kar me 'zo deut d'ar ger evit ho eureujin
Dre un all den yaouank, kar meus d'ho anzavet
Tremenet eo an amzer 'oan 'vit ho soulajin
Ha setu petra zo, na grit evel meus graet
Choazet ur vestrez all, kar me 'zo dimezet
Me a c'hoarvez ganin 'vel gant ur pelikan
'Zo digorr d'he c'halon 'vit an holl war ar bed-man
'Zo digorr d'he c'halon 'vit an holl lapoused
Kar me a gar an holl, ha gant den n'on karet
Ar C'hallez Vihan
Didostait kozh ha yaouank, didostait da glevet
Da selaou kanañ ur son a zo nevez savet.
Savet eo d’ur c’hallez vihan da vro ar C’hallaoued
A vez bemdez kostez ar c’hleuzioù oc’h evezhaat al loened.
A vez bemdez kostez ar c’hleuzioù oc’h evezhaat al loened
Hag un ofisour yaouank ’da bemdez d’he gwelet.
Hag un ofisour yaouank ’da bemdez d’he gwelet,
’Balamour oe ur plac’h koant digantañ oe karet.
’Balamour oe ur plac’h koant digantañ ’oe karet,
Ha d’an oad a bemzek vle digantañ ’oe traiñset.
Ha d’an oad a bemzek vle digantañ ’oe traiñset.
Ar plac’hig koant oe yaouank ha ne gomprene ket.
Ar plac’hig koant oe yaouank ha ne gomprene ket,
Petra oe bout er vro-mañ ’sambles gant ar baotred.
Un devezh an ofisour ’vale war gein e chao
Klevas mouezh ur verjelenn ’kostez ’r c’hleuz o ouelo.
Klevas mouezh ur verjelenn ’kostez ’r c’hleuz o ouelo,
Gant an drue en doa hi, eañ ’hom d’he c’honsolo.
"Petra ’zo ’ta berjelenn, ai genac’h da ouilek,
Tostaat a reomp deus ar goañv marsen ’peus anoued ?
Tostaat a reomp deus ar goañv marsen ’peus anoued ?
Me zo vont da breno deoc’h ur manteled siret.
O pa sur ’ta, ofisour, mantell ne c’houlan ket
Gwelloc’h eo din dimo deoc’h ’vel p’ oe din prometet
O pas sur ’ta berjelenn dim’o deoc’h ne rin ket
Kar ma zud ’zo en noblañs na gonsantiaint ket
Kar ma zud ’zo en noblañs na gonsantiaint ket
Dimeziñ d’ur verjelenn ’h evezhaat al loened."
[/i]